Roll rouaned Northumbria

Northumbria a oa ur rouantelezh angl e norzh bro-Saoz. Furmet e oa bet gant Aethelfrith Northumbria dre unaniñ Bernikia ha Deira war-dro 604. Goude-se e chomas unanet da vat an div rouantelezh nemet e-pad prantadoù berr.

Goude marv ar roue Edwin Northumbria e voe freuz er vro hag aloubet e voe, etre 633 ha 634 gant Cadwallon ap Cadfan eus Gwynedd. Ne voe adunvanet nemet goude faezhidigezh ha marv Cadwallon war an dachenn emgann e 634.

Etre 644 ha 664 e voe disrannet Northumberland en-dro ha renet Deira gant rouaned dizalc'h. E 651 e voe lazhet Oswine Deira gant Oswiu Northumbria a lakaas Aethelwald Deira en e lec'h. Hemañ ne chomas ket feal d'e roue hag en em glevet a reas gant Penda, roue Mercia. Hervez Bede e voe heñchet Penda gant Aethelwald e-pad aloubadeg Northumbria. En em dennañ a reas pa gejas nerzhioù Mercia gant re Northumbria da-geñver Emgann Winwaed. Da-heul faezhidigezh Mercia e kollas Aethelwald ar galloud hag e teuas Alchfrith, mab Oswiu da vezañ roue en e lec'h.

E 670, Aelfwine, breur Ecgfrith Northumbria a oa chomet dihêr, a yeas da roue Deira. A-benn neuze e veze graet gant an titl-se evit envel ur pennhêr marteze a-walc'h. Lazhet e oa bet Aelfwine en emgann a-enep da Mercia e 679 ha ne voe mui roue dizalc'h ebet ken evit Deira betek mare ar Vikinged.

Setu aze dindan rolloù rouaned Bernikia, Deira, ha Northumbria. Notit mat eo pell a vezañ asur an holl zeiziadoù roet aze, dreist-holl evit ar mareoù koshañ.

Ur mare zo bet e oa kemm-digemm ar skritur, e diabarzh an hevelep testenn zoken. Adstummoù zo eus an anvioù zo dindan. En o zouez emañ an dibab d'ober kentoc'h gant þ ha ð ('th' kalet ha blot).

Graet e veze gant an arouezenn '7' evit ar pezh a oa '&' e skridoù Angl-ha-Saoz ar mare. Gallout a reer merzout implij stummoù skrivañ nevez degemeret hiziv an deiz, evel, peurgetket, al lizherennoù munud hag al lizherennoù 'W' ha 'U'. Pa veze heuliet W gant U e veze skrivet dre-vras 'VV' (ar pezh a veze implijet evit 'W' e-unan).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search